« Greomp forzh petra evit Breizh. Kement-se ’vo bepred ». Evel-se e komz tud bet tizhet gant gras an Emsav, o kempenn o brogarantez evel ma kempenn ar vourc’hizion vihan o relijion, da lavarout eo en dangorelouriezh hag en diboellegezh. En dangorelouriezh, peogwir e vez ganet o oberoù eus dimeziñ un trivliad distumm gant levezonioù an endro ha degouezhioù ar mare. En diboellegezh, peogwir ne veizont ket o oberoù evel eztaolioù ur gevanenn gevredadel, nag evel prantadoù ur c’herzhad istorek d’ur pal e darempred poelloniel ganto.
Ma ne daolomp ket pled da savelañ evel ergorelezh kevredadel kement tra a reomp, ma ne savlec’hiomp ket en e zarempred poelloniel gant ar pal kement ober ha kement darvoud a sell ouzhimp, n’hon eus ket gwir da zougen an anv a emsaver, a vesker an Emsav ne lavaromp ket.
Petra dalvez : savelañ kement tra a reomp en e ergorelezh kevredadel ? Setu ur skouer. Hogos an holl ac’hanomp a rank er mare-mañ ren o labour-bevañs er gevredigezh c’hall. An emsaver avat a lavar : « Gant va micher n’on ket evit gouestlañ kalz amzer d’an Emsav » zo en diboellegezh, rak kemer a ra ar gevredadelezh c’hall da ziazez ha reiñ d’an Emsav ul lec’h enni.
Ar boellegezh eo kemer ar gevredadelezh emsavel da ziazez ha reiñ d’al labour-bevañs e lec’h enni. Dlead an emsaver eo klask ur gourc’hwel a vasto da zivizoù e labour emsavel. En eskemm, ha bepred hervez ar boellegezh, ez eo gwir groñs an emsaver kaout en Emsav kement skoazell en deus ezhomm d’ober e labour emsavel. http://www.kelch-maksen-wledig.eu/index.php?id=319