Bretagne Passion le forum 100% Breizh
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.

Bretagne Passion le forum 100% Breizh


 
AccueilDernières imagesS'enregistrerConnexion
Le Deal du moment : -39%
Ordinateur portable ASUS Chromebook Vibe CX34 Flip
Voir le deal
399 €

 

 Rimadellou.......

Aller en bas 
AuteurMessage
Invité
Invité




Rimadellou....... Empty
MessageSujet: Rimadellou.......   Rimadellou....... EmptyJeu 21 Fév - 11:19

Ici on trouvera un bon ensemble des rimadellou......

Attention! il y en a pour longtemps!

RIMADELLOU


Da beb deiz e labour, da beb deiz e drevel
Evid mont d'ar bed all, n'eus daou a vo heñvel.

Da beb sant e houlou
Da bare kleñvejou.

Da eun den 'zo leun a spered
Eur wreg a skiant gwella ' zo red.

Dale en iliz pe chom heb rei kerh
Ne ra da zen beza warlerh.

Da lavared eo, c'est à dire
Bleo e-neus med n'int ket hir.
(N'eo ket dibourvez an den,med netra re!)

Dalh da zaouarn, da zaoulagad,
Dalh da galon war an tu mad.

Dalh da varh en e speurenn
Pe m'her laoskez hual-henn krenn.

Daou bried 'zo eüruz mar dint daou spered êz.
En em gared a reont, noz-deiz,en ti hag er mêz.

Daou wir bried ha daou vignon
O-deus eur feiz, eur galon.

D'ar vugale gwella madou
'zo oberou mad o zadou.

Darn gwirionezioù 'zo evel madigoù
Kenkoulz 'vid ar re goz hag ar vugaligoù.

Darn a ouel, darn all a gan
Ar bed a zo dudi ha poan.

Darn 'zo tud fur diouz o gweled
Ha tud diskiant anavezet.

Dastum nerz an den a dle
'vid kemered hent an neñv.

D'ar wreg yaouank bara boug ha poaz
Ha kreuñ mên da zent koz he gwaz.

Diouz ar mestr ar mevel,diouz ar vestrez ar plah
Lost ar hi a fistoul, paour kêz digor da zah.

Diod a zispak ar pez a oar
Ar fur a hed,gér ne lavar.

Deus'ta,heol benniget
Da domma korv an domestiked.

Diouz an aluzenn, ar bedenn
Eh anavezer ar hristen.

Diouz ar galon e komz an ene
Med lavared gaou mad e kavje.

D'ar wreg vad,gwella gouiziegez
'zo gouzoud ren he ziegez.

Da wreg, da vignon,va den mad
Na lavar gér ma n'eo deread.

Da zond da gaoud bugale
Pa vez pedet Doue, ne zale.

Atao eo red diskoultra
Gwezenn yaouank 'zo da eeuna.

Den touellet gant ar merhed
Ne gav peoh nag ehan ebed.

Den diskiant ne dle ket mervel
Dorn Doue a astenn d'e zevel.

Den yaouank karget a ziegi
A zastum poan war benn e gozni.

Den ouz maouez n'hellfe mired
Na ray he fenn, Doue n'her mir ket.

D'he fleg e teu ar wezenn gamm
Hag an den fall ivez d'e namm.

Deskadurez d'ar vugale
A zo gwelloh eged leve.

Didamall e kavom
Faziou neb a garom.

Diêsa tra 'zo da zivoaza
Eun intañv hag eun intañvez
Eur pemoh bet war ar barrez.

Digarez dastum teil, lorh,brud vad ha leve
An dud,kalz anezo, gas da goll o ene.

Dibaot ozah fur ha gwreg vad
Na zavfe buannoh en o stad.

Diou skeul a gas d'an neñv euz ar bed-mañ kristenien
Unan eo an aluzenn
Hag unan all ar bedenn.

Dre ré vraz tristidigez
A lakje ahanoh dïêz
Rag, a-viskoaz eo bet erruet
D'an neb a gar beza disprizet.

Da veza kendalhet....
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité




Rimadellou....... Empty
MessageSujet: Re: Rimadellou.......   Rimadellou....... EmptyJeu 21 Fév - 13:06

Continuons.....

Diou galon a hell kared a-bell
Pa vezont tost e karont gwell.

Diouz al labour diweza
E vez barnet ar re genta.

Diouz peb troad n'eo ket mad peb botez
Na da beb gwaz mad peb maouez.

Diouz ar vamm kemerit ar verc'h
Evid m'ho pezo keuz warlerh.

Distro da vignon diouz an droug
Evel da houzoug diouz ar groug.

Divergla 'ra an houarn en tan
An den n'eo ket den araog kaoud poan.

Diwezad pe abred
Ar goañv a zeu bepred.

Doue bepred ho tiwallo
Diouz kig ejen sall heb sezo
Diouz ur mevel had ho laëro
Ha diouz eur wreg hag en em ginklo.

Doujañs da Zoue a zigor furnez
Hag eienenn an dour a vuez.

Diouz a reoh d'ar re all
A hellit da hedal.

Diwar traou dister ' sav trouz aliës
D'eur spered droug eo diëz gweled ar wirionez.

Dizeür eo an den a ankounac'ha
Ar mod a vez bet greet evitañ.

Dre glask pignad re uhel
Aliëz e kouezer izel.

D'ober eun dro er bed eo degaset peb den
Gand peadra a-walc'h da baea e skodenn.

An den yaouank da fall pa 'za
Ne wella ket evid koza.

Gand an amzer ez a ar gened;
Ar vadelez a bad bepred.

Gand kolo hag amzer
E teu boug ar mesper.

Gand an amzer ha dre bilbaza
E reer hent ar gwella.

Glao da houlou deiz
Ne zalh ket betek kreisteiz.
(Da veza kendallhet...)
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité




Rimadellou....... Empty
MessageSujet: Re: Rimadellou.......   Rimadellou....... EmptyJeu 21 Fév - 15:30

RIMADELLOU .

Daouarn tomm, kalon yenn
N'eus karantez evid den
Daouarn yen, kalon tomm
En deus karantez evid an oll.

Bizig bihan,laouenannig
Ma lavarez geier ez i d'an tanig.

Marh a Nonna
A ya da Vrest, dizouarn ha digabestr
Dre an drein, dre ar vein
Lakait Jobig war e gein
Ha Laouig war e lost
Ken avanso dreist ar post.

Hemañ e-neus paket ar had (biz meud)
Hemañ e-neus e higned (biz yod)
Hemañ e-neus lakeet 'nei er pod (biz braz)
Hemañ e-neus bet e lod (biz gwalenn)
Hemañ n'e-neus bet tamm ebed.(biz bihan).

Mari-janig a blij din
Kalz a labour a ra din
Goro ar zaout
O has er-mêz
Terri ar bodez
Skuill al lêz.

Nij, nij diwar beg va biz (evid buohig Doue )

Eul labousig 'zo er hoad
Melen e ziouaskell
Hag a ziskenn bep mintin
War gornig va mantell.

Hei! hei! bouchig
E peleh ema da barkig
Pe a bell,
Pe a dost,
Deus d'ar ger
Araog an noz

An heol o para
Ar glao o kaillara
Lost ar hillog o tiverra
Mari vraz a lavare
Pa vije glao e timezjz
Glao a zo, glao a zo bet
Mari vrao ne zimez ket.

Mari Kantalari
Kas ar zaout da beuri
Da bark an ostelari
Serri ar glaoued
Gand eun taol bramm
D'an daoulamm.

Sant Thegonnegadennon
Ha ne zizantegonnegadin ket (da lavaroud buan deg kwech)

Da zul ar c'hazimodo
E vez torret ar hoz podou
An dud eet d'o goueliou
Ha me warlerh al leueou
Al leueou d'an tan,
Ha me warlerh ar vran
Ar vran d'he neiz
Ha me warlerh ar bleiz
Ar bleiz d'an ti
Ha me warlerh ar hi.
Ar hi kollet,
Kavet adarre e stern an daol
O tebri kig ha kaol
Digand Mari-Baol.

E Noz Nedeleg ne gousk den
Nemed an touseg hag an den.

Pedenn diouz an noz ar pillaouer
Tremenn pater, tremenn ave
Ha te credo, tremenn ivez
Me a ya, en eul lamm,d'am gwele.

Heb karantez,krog mad er stur
Mond da zimezi ne ve ket fur.

Heb karantez hag heb furnez
Ne ve ket eüruz priedelez.

Heb eur begad pebr hag holenn
E vez meurbed goular ar zoubenn
Evel-se,ma n'ho-p'eus bemdeiz
Nemed poan hag enkrez
E vo divlaz ho terveziou
Red eo plijadur a-wechoiu.

Hemañ eo mestr an dud
A gas ar hillog hag ar yer d'o hlud.

An heol o para
Ar glao o kaillara
Lost ar hillog o tivera.

Ma 'n em garez re da unan
Gand ar re all az pezo poan.

M'hen douete ,eme ar hernev
Oa halet ar vuoh, p'e-noa gwelet al leue.

Pa vez sehor e houlenn glao
Eun dra bennag a vank atao.

E stad a zo da beb unan
Darn a labour, lod all a gan.

Sonit'ta,sutellou,
Gwerz ha rimadellou
Hadit joa ha levenez
E kerhenn eur bed nevez.

Sant Tomaz
Ne gredas
Ken na welas.

Selaouit mad hag e klevoh gwell a ze
Nemed unan bouzar bennag a ve;
Ar re 'zo luch pe zall
A gaso kelou d'ar re all.

An hini a espern e zehed
A espern e yehed.

Soubenn an tri zraig
Dour ,holenn ha baraïg.

Tra kuz da dri neb a lavar
A-benn nemeur an oll her goar.

Tad ha mamm a zilez bugel
A zo daonet a-raog mervel.

Tïez an dud pa gouezont'vez savet
N'heller ket nevezi ar gened diskaret.

Teir zizun e Meurz,teir zizun en Ebrel
E vez ar gougoug o tond euz a vicherel
Teir zizun oh ehana
Ha teir zizun heb kana.

Tremen er bed a ra an den
Evel an êr eur vogedenn
Trehit hirio ho poaziou fall
Warhoaz o-do staget re all.

Trizeg evid dousenn
Kont ar viou e Lezneven.

Peb hini e-neus e di
darn o-deus daou pe dri.

Pe win koz,pe ae arhant louet
'Zo ,a gav din ar gwella boued.

Perag
'Zo stag,
Perakez
'Zo eur giez
Am-eus lavaret dit alïës.

Pla!plas!Plas!
D'an aotrou ha d'e jas.

Plah ha mevel
A goll bugel.

Plah a gar he brud vad mired
Ne dle ket henta re ar wazed
He holl a ray en desped dezi
Ma' z a ganto d'an ostelari
Ha pa ne evje nemed kafe
E vo kavet evévérez dre zi.

Prena keuneud 'zo re ziwezad
Pa vez red c'hweza er bizied.


Pren er foar ha gwerz en da di
Ha souden madou a zastumi.

Primoh e vrera ar houlaouenn
Pa vez enaouet ouz an daou benn.

Kalon an den a zo c'hoantuz
P'e-nevez bet gwenn e houlenn ruz
Pa vez sehor e houlenn glao
Eun dra bennag a vank atao.

Rei eur ger mad da eun den fall
'Zo sila mell war gig sall.

Re skrabad a boaz
Re brezeg a noaz.

Red eo da yun du tinell kaer
Beza pinvidig pe laer.

Hirio ema ar yaou
Echu ar zizun nemed daou.

Yehed mad d'an oll
Ar banne-mañ 'zo vond da goll.
Revenir en haut Aller en bas
mul
Breton acharné
Breton acharné
mul


Masculin
Nombre de messages : 1966
Age : 42
Lec'hiadur/Localisation : Brest
Date d'inscription : 29/05/2006

Rimadellou....... Empty
MessageSujet: Re: Rimadellou.......   Rimadellou....... EmptyJeu 21 Fév - 15:33

c'est quoi des rimadellous ?

des rhimes ?
Revenir en haut Aller en bas
http://www.breton-locmaria.fr
Invité
Invité




Rimadellou....... Empty
MessageSujet: Re: Rimadellou.......   Rimadellou....... EmptyJeu 21 Fév - 15:36

C'est quoi des rimadellou?
C'est ce qui est écrit sous le mot "Rimadellou"

RIMADELLOU (KENADLAC'H)

SEVENADUR AR GEIZ.


Pa vez klevet ar ran e penn ar prad
Eo poent d'an douar kaoud e had.

Pa vez an douar leun e gov gand an dour
E teu bepred ar glao da jom a zav.

Labour evel eun den hag a vevo kant vloaz
Ha ped evel eun den hag a varvo warhoaz.
(Krenn-lavar euz bro Serbia.)

Morse tamm avi n'am eus bet
Ouz eun dra n'anavezen ket.
(Ignoti nulla cupido)

C'hwez vad a zo gwelloh eged trouz arhant.

An den yaouank,da fall pa'z a
Ne wella ket evid koza.

Red eo terri ar graonenn
Evid kaoud ar vouedenn.

An hini ne zeh ket e bal
A dle beb ar mare sehi e dal.
(An hini ne baouez ket e bal da labourad).

An neb a gign e vaout er bloaz-mañ
A vo kuit, da vloaz,d'hen touza.

Evel ma vije kavet er hériou
Ar mell da lipad ouz ar mogeriou.

Ar yar a goll he vi
O kana re goude dozvi.

Arrabad kana araog dozvi.

An hini a zalh an askorn
e yelo ar hi war e zorn.

An den yaouank en diegi
A zastum poan 'vid e gozni.

N'eo ket en e gerniel eo kemer an taro
Mond war-eeun d'ar bleiz a ve mond d'ar maro.

Na c'hoantait ket re
Dipit fall ho pije.

N'e-neus na ti nag aoz (Galleg: Sans feu ni lieu)

Heb feiz na reiz (Galleg: sans foi ni loi).

Deus 'ta heol benniget
Da domma korv an domestiked.

Gwir garantez da heul yehed
A zo gwrizienn ar gwir eurusted;

Neb e-neus kalz a vugale
A diz dezo bale
Neb n'e-neus nemed eur pennheoo
Tremen dioutañ eo e breder.

El leh m'edo an ero er bloaz-mañ
E vo an nant er bloaz a zo.
(N'eo ket atao gand ar memez re e vez
an tu gorre)

Gand kolo hag amzer
E teu boug ar mesper.
(An traou a houlenn amzer da zarevi)

Anez ar gwin hag ar merhed
Ne ve ket kalz a drouz er bed.

E-barz en eun tiegez
N'eo ket ar goantiri
A laka ar pod da virvi.

Pa glasker noazout d'an hentez
E kaver mad peb digarez.

Evid ar glao a ra
Koulz ne raje netra.

Eur restad mad a zo mad da gaoud.

Kant bro,kant giz,
Kant parrez,kant iliz
Kant marhadour,kant priz
Kant maouez,kant hiviz.

Dibaot al labour a vez greet mad
Pa vez paeet araog m'eo greet.

N'eo ket diouz o ment,C'hwi'oar
E vez gwerzet ar roñsed er foar.

N'eo ket eur welienn a ra an hañv
Nag eur barr-avel ar goañv.

Beza e heller ha beza bet
Beza atao n'heller ket.

Beza berr ha teo
N'eo ket beza bihan eo.
(dibourvez en eun doare e heller en em bakan en eun doare all.)

Da lavaroud eo:
Bleo e-neus
Med n'int ket re hir.
(N'eo ket dibourvez ar paotr,netra a re n'e-neus avad)

Krenna skoulm
A zeuer a-benn anezañ.
(Kemend kudenn a heller dirouestla)

Neb a bae e zle
A zastum leve.
(Galleg:Qui paie ses dettes s'enrichit)

M'hen tou, eme Herve,
'oa halet ar vuoh
P' en-doa gwelet al leue.
(N'oa ket diez dezañ gouzoud)

Peb mor a zo gantañ tre ha lano
Chal ha dichal
Gourlennn ha daere.
(Peb planedenn a zo ganti, tro ha tro, tu plijuz, tu displijuz)

Ma rank mond da fall dre he zeod
N'eo ket prest da vankout c'hoaz.
(Diwar benn eur vaouez ha ne baouze ket da gaozeal).

Biskoaz fri bras
N'e-neus dizonoret fas.

Eur marichal koll e domm (eur marichal diampart)
A lez an houarn da yena, e-leh e hoveleiad.

Pa vezer boazet da gaoud soubenn vad
Eo dïez goude-ze,gouzañv soubenn fall.

Nemed ha c'hoant ho po da yun
Prenit ho korn diouz ho putun.

An ibil ar falla
A wigour da genta.
(an hini a lak an nebeuta e boan, a vez o klemm da genta.)

An tamm hag al lomm
A zalh an den plomm.
Al lomm heb an tamm
A ro d'an den lamm.
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité




Rimadellou....... Empty
MessageSujet: Re: Rimadellou.......   Rimadellou....... EmptyJeu 21 Fév - 15:40

LAVARIOU KOZ (echu)


Den yaouank karget a ziegi
A zastum poan war benn e gozni.

Red eo d'an den n'e-neus netra
Labourad tenn e-leh gouela.

Matez nevez da di pa zeuio
Kement ha teir a labouro.

Ki besk ha kaz diskouarnet
N' int mad nemed da zebri boued.

Al louarn kousket
Ne zeu dezañ tamm boued.

Neb ne laka ket e boan hag e aked
Ne-nevezo na madou na boued.

Kousket ha leina
A zo heveleb tra.

N'eo ket bleo melen ha koantiri
Eo a laka ar pod da virvi.

Evid paka louarn pe had
Eo red sevel mintin mad.

Dibaot ar yar na goll he vi ,
O kana re goude dozvi.

Ne dalv ket ar boan sutal
Pa ne fell ket d'ar marh staotal.

Eur marh glaz a vezo lazet
A-raog ma vezo skuizet.

An hini ne zeh ket e bal
A dle, heb mar,seha e dal.

Laerez an amzer, ar boued
Brasa pehed ' zo er bed.

Gand ar boan hag an amzer
A-benn a beb tra e teuer.

Red eo gouzañv da gaoud skiant
Ha labourad da gaoud arhant.

Dre balad soun
Ez a ar hlaz doun.

Neb a labour c'houeg a galon
Ne varvo biken gand an naon.

Bezit fur
Hag ho po plijadur.

Lein hir hag overenn verr
A blij d'an dud dibreder.

Labourit pa gousk an dibreder
Hag ho po ed leun ho solier.

Labourad heb klask meuleudi
Zo labour vad dreist peb-hini.

Labour eun deiz a goll alïez
Gounidou foun meur a vloavez .

Ar frouez gwella a-raog darevi
A zo bet treñk,c'hwero,pud-ki.

Labour,mignon endra helli
Pa vezi koz eh ehani.

An didalvez ne ve enouet
Mar labourje evel m'eo red.

Gwreg a labour he fenn izel
'Zo a beb tu dezi,eun êl.

Ar gwella bara da zebri
A vez gounezet o hwezi.

Gwreg a labour en he zi
Ne vez ket kalz ano anezi.

An aour melen a vez rannet
Hag ar garentez ne vez ket.

Gwelloh karantez leiz an dorn
Eged aour melen leiz ar forn.

Ha pa veh ken du hag ar mouar
Gwenn kann oh d'an hini ho kar.

Ar bleunig a dro wechouigou
Karantez ar plah a dro atao.

Eun amzer mad a zo gwell
Eged na deo kerent a-bell.

Rei d'ar paour an aluzenn alïez
Ne zisterras biskoaz an danvez.

En em gared heb kared den
A zo beza ar falla loen.

Kared an oll ha labourad
A laka eüruz e peb stad.

Kalon ar wreg 'zo eun delenn
Hag a zon kaer pa gar eun den.

Kared arhant 'laz peurlïeusa
Ar garantez ouz an nesa.

Roit aluzenn d'eun den paour
Ha pa ve ho prasa enebour.

Pa rooh, mignon e vezoh
Den fall avad pa houlennoh.

N'eo ket an oll evid kared
Kalonou 'zo 'vel mein kaled.

Paour pa binvidika
Gand ar vrasoni a ya.

Beza paour ne deo ket pehed
Gwell eo kouskoude thed.

Paourig pa binvidika
Gand an diaoul a ya.

Red eo da houarn tinell gaër
Bez pinvidig pe laer.

Eun ti kaer neb a zavo
A gavo buan e yalh goullo.

Ar madou a deu dre an hent fall
A zo dïez meurbed da ziwall.

Neb e-neus arhant hag a ro
E-neus mignoned e peb bro.

Ar madou braz,an enoriou
Euz ar zent a ra diaoulou.

An danvez dastumet gand a rastell
A yelo buan gand an avel.

Biskoaz ano mad ha gounid braz
Er memez sah ne gavas plas.

Paourentez a dosta e-kuz
Ouz kegin lipouz ha re zruz

Tenna heb lakaad
Berr e pad.

An hini a espernas
A gavas.

Dibaot den a binvidika
Oh ober gaou ouz e nesa.

Gwell eo deski mabig bihan
Eged dastum madou dezañ.

Ha pa veh euz gouenn ar hi
M'ho-peus arhant, deuit en ti
Ha pa veh euz gouenn Doue
Ma n'ho-peus ket, it alese.

El leh ma tro tre ha lano
E hell peb den lakaad e ano.
(An dachenn zouar-se n'e-neus perhenn ebed.)

Eur goz votez bet er vouillenn
Dre gaoud madou, a gav perhenn.

D'ar vugale,gwella madou
Eo oberou mad o zadou.

Deskadurez d'ar vugale
A zo gwelloh eged leve.

Gand doujañs Doue heb kaoud madou
Eur verh 'zo kaer he argourou.

Arhant'zo gand poan gounezet
Ne dle ket beza gwall zispignet.

Da da re biz, mab re foran
Paourra vezo e vab bian.

Madou beleien ha bleo ki
Pe da dra e talvezont-i?

Esoh e tremenfe eur hanval dre graouenn eun nadoz
Eged ne dafe eun den pinvidig d'ar baradoz.

Keuneud gleb ha teil loued
'Gas eun ozah da glask e voued.

Ma teuje meurlajez teir gwech ar bloaz
E lakavje an dud daredeg en noaz.

Eur plah skañv ha redéréz
N'eo ket mad da ober tiegez.

Eun orgeder braz pa zimez
Gred dezañ beza greet ar gwella devez
Hag a-benn daou pe dri miz goude
Beza dizimez c'hoaz a garje.

N'eo ket skiantuz-braz an hini
A ro d'unan all kuzul da zimezi.

Gwelloh eo kalz beva er hoajou
Ha kaoud eno peoh ha madou
Eged na ve tremen ar vuez
Gand gwreg ebed mar deo follez.

Eur penn-her hag eur benn-héréz
A ra alïez gwall diegez.

Gwelloh eo dimezi merh
Eged kaoud anken warlerh.

Dibaot lez-vamm a gar ive
Bugale all keid hag he re.

Peleh e kavoh-c'hwi gwreg vad?
D'an neñv e ranker mond d'he herhed.

Eul louzaouenn a zo er prad
A reer anezi huanad.
Dimezit hag ho po anezi.

An dimeziou greet a-bell
N'int nemed touriou ha kestell.

An dimeziou a ziabell
A halv eun tiig eur hastell.

Eun den yaouank ha pa zimez
A wel an aour e lein ar gwez.

Esoh dimezi
Eged sevel ti.

An ozah da ziweza a dle mond da gousked
Ha gweled mad araog hag e zor a zo prennet.

Dïesa tra' zo da zivoaza eo intañv hag intañvez
Hag ar moh bet war ar parrez.

Evid ar glao a ra
Koulz ne raje netra.

An dogan hag a oar
A ya war-eeun d'ar hloar
Eun dogan ha ne oar ket
A ya d'an ivern d'ar red.

Eul lez-vamm vad,karentezuz
A zo bet er skol gand Jezuz.

Da wreg vad,gwell gwiziegez
'Zo gouzoud ren he ziegez.

Gwreg a labour 'vid tud he zi
Ne glever tamall anezi.

Gwelloh eged aour ha gened
Eur spered êz da beb ppried.

Eur wreg fur hag hi divalo
'Zo dreist ar gaerra gwreg a zo.

Eur verh barveg,rog ha figuz
Ma timez ne vo ket euruz.

N'heller ket: siwaz, nevezi
Beg eur plah koz ' vel tal eun ti.

Den nemetañ ,evel al laboused
Uhel en êr ,ne oar kahed.

Biskoaz den gand naon braz
Tamm bara fall ne gavas.

Gwaz mezvier ha gwreg a c'hoari
A skarz buan madou an ti.

Neb 'zo e vignon d'ar gwin mad
'Zo enebour da vab e dad.

Bez atao kuzet ouz eun den mezo
Rag ar pez a oar,an oll her gouezo.

Goullo e gov ar bourhiz a vramm
Leun e vuched e vreugel Yann.

An hini a veze e gras ar merhed
Ne-nevez na naon na sehed.

Peurvuia ar gwin a laz muioh a dud
Eged na bare yac'haer gand e oll vrud.

Eur wreg a zo boazet da eva
A beb hent all ne dalv netra.
Ouz peb lealded e serr dor
Hag ouz peb behed e tigor.

Evid debri eun aval poaz
Ne vezoh na gwell na gwaz.

Lak ar hig er pod,
An tan e-nevezo e lod.

An tamm hag al lomm
A zalh an den en e blomm.

Soubenn an tri zraïg
Dour, holenn ha baraïg.

Eur verh hag a red er horollou
Eul loen anavezet er foariou
Ne gavont ket kalz a chañsou.

Eun den ever,eur vaouez lipous
A gousko,kent pell,war ar plouz.

Pa' z eo leun ar zah
Ne da ket ken e-barz.


Ne zebran chevr na pleizenn
Red eo mond da glask va nouenn.

Beva diwar dour sklêr
Hag êr an amzer.

Tan,dour ha bara zeh
A vez kavet e peb leh.

An hini a zebr avalou poaz
Biskoaz askorn ne gahas.

Al lomm heb an tamm
A ra d'an den kaoud lamm.

Reo gwenn er hresk
Amzer gaer ha fresk,
Reo gwenn en diskar
Amzer gleb heb mar.

Pa vez an erh war an douar
Ne vez na tomm na klouar.

Pa varv eur gerhenn gand ar riou
An hini a jom a dalv diou.

Kelh loar diouz an noz
Glao pe avel antronoz.

Glao da zul, Glao da lun
Glao e-pad ar zizun.

Nedeleg seh ha Pask gleborroh
A ra d'an arh beza barroh.

E miz mae,re glao bemdez
Ha re nebeud beb eil devez.

Pa zao al loar a-barz an noz
Hadit ar panez hantronoz.

Geñver a garg ar foz
C'hwrevrer he dalh kloz
Meurz gand e louadenn
A zizeh ar wenodenn.

N'eo ket eun devez tomm a ra an hañv
Hag eun devez yen ar goañv.

Gounit ouz diskar loar gwengolo
Ne vez na greun na kolo.

Da gal-ar goañv ed hadit,
Hag ivez frouez dastumit.

Kanevedenn diouz an noz
Glao pe avel antronoz.

Bloavez c'hwiled ,bloavez ed
Bloavez gwenan ne vez ket.

Pa vez an trouz-mor diouz Pennfoull
E hell peb hini chom en e doull
Pa vez an trouz-mor diouz an êlez
E hell peb hini mond d'e zevez.
(An êlez : Bourhadennig e-kichen an A ber-Vrah.)

Erh kent Nedeleg
Teil er zegaleg.

Glao a draon ha glao a viz
Gwas diou amzer a welis.

Mad eo selled en amzer vad
A be du e hell dond barrad.

Reizennn manah a zo tenna
Digand an oll heb rei netra.

Doue a gas ar hleñved kuit
Gand al louzaouer ez a ar gonid.

Peb marhadour hirio an deiz
A zo laerroh eged ar bleiz .
Ar bleiz a laer eur penn-chatal
Ar marhadour,loen,den hag all.
Hag alïez ,ma n'eo ket gevier
E laer Doue war an aoter.

Eur hemener ne daïo ket
Neb tro en douar benniget
Lak anezañ en douar kerh
Ha chas ar barrez war e lerh.

Meur a yac'haer o-deus louzou
Heb kavoud kalz a skianchou.

Kreñv eo roched ar miliner
Paka,beb mintin eul laer.

Neb a lavar eur hemener
A lavar ive eur gaouier.

Eur miliner laer ar bleud
A vo daonet beteg e veud.

Ar mañsoner a gar an hini
A zo ilio-red ouz e di.

Mond war varh d'ar foar
Dond war droad d'ar gêr
A zo ober evel eur zoner.

Tri deiz kaer,tri deiz glao
A zalh ar mevel en e zao.

Eur hemener n'eo ket eun den
Kemener eo ha netra ken.
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité




Rimadellou....... Empty
MessageSujet: Re: Rimadellou.......   Rimadellou....... EmptyJeu 21 Fév - 15:42

Lavariou koz (echu).......

Er fourniou-red,er milinou
E vez klevet ar helajou.

E stad a zo da beb-unan
Darn a labour, darn all a gan.

Ar micherour a gar riotal d'al lun
A zebr bara seh hed ar zizun.

N'eus den na tra heb e zi
Alïez o-devez daou pe dri.

Eun den yaouank da fall pa'z a
Ne wella ket evid koza.

War-hed eul leo, na dostait ket
Ouz ar bleo ruz na gwreg barveg.

Gand an naon ha pa varjem
Bara eul laer ne zebrjemm.

Beva a zo red
Ha paea n'eo ket.

Ne ' z eus fall votez
Ha ne gav he farez.

An dud rog a zav atao
Eun droug bennag etrezo.

Penn eur vaouez a dro pa gar
Hag alïesoh eged al loar.

Plah a gemer a zo gwerzet
Plah a ro a zo dilezet.

En e grohenn al louarn a varvo
Nemed e gignad a refeh e-beo.

Sellit ouz ho seuliou
Hag e welit toull ho loerou.

Me a zo euz gouenn ar zili
A gav gwelloh eva eged debri.

Neb a fell dezañ ober fall
A gav eun digarez pe eun all.

Kaoud lez-vamm vad ne ve ket dïez
Ma ve kristen an oll gwragez.

Bugel moumoun ha re lezet
A skoio gand mamm ha tad abred.

Beza eüruz ' zo beza mad
Kaoud madelez a zo ebad.

Den touellet gand ar merhed
Ne gavo peoh nag ehan ebed

Bepred didalvez
A gav digarez.

Gwentr, bleo gwenn ha lunedou
Ne blijont ket d'ar merhedou.

Ne zebran na chivr na lizenn,
Red eo da glask va nouenn.

Kenta rebech a ra kakouz
Da gakouz eo kakouz.

Askorn torret, bronn goret
Gwasoh eged ar gwerbl n'eo ket.

Klañv e oa Fañch pa varvas
Ha yah pa glañvas.

O rei d'ar horv e houlennou
E teu dezañ gwall gleñvejou.

Eur gouli hag a ve kiget
A lez ar hrohenn kleizennet.

An den diskiant atao a gred
E ve an oll diskiantet.

Pa vez ar boan en he gwasa
'vez tost ar gor da ziskarga.

O klask euna he gar d'e vamm
He zorret e-neus e daou damm.

Kant bro,kant giz
Kant parrez,kant iliz
Kant maouez ,kant hiviz
Nemed ha ma ve unan heb hiviz.

N'eus netra ken iskiz
Hag eur baz war gein eur wiz.

El leh ma staot eur hi
E staot daou pe dri.

Da Zul ar bleuniou kaonta 'r viou
Da Zul Fask,terri o fennou
Da Zul ar Hazimodo, frika ar hoz-podou.

El leh ma kah eur marh
Atao e kah.

Etre Sant-Thei ha Beg ar raz
Ez a seiz maouez gand peb gwaz.

Ar hamm a lamm
Pa wel an tamm
A rae pa wel e wreg
A vale
Pa wel e vugale
A deh pa wel e veh.

An tad a lavar d'e vab:
Pa vezi krog ,dalh mad
D'he merh e lavar ar vamm
Pa vezi krog,degas an tamm.

An hini a vez sod yaouank flamm
Dre ma kosa ne furra tamm.

A-hed eur bloavez ar piz
A zeu da galedi beb miz.

Dibaot siminal a voged
Anez na ve tan en oaled.

Gand kolo hag amzer
Aogi' ra ar mesper.

Neb a blant eur wezenn palmez
Biken ne danva he frouez.

Neb ' zo boaz da houzañv atao
Nebeud a ehan her laouennaio.

Tri veg' zo oh harpa ar bed
Beg ar vronn,beg ar zoh
Hag eur beg all 'vel ma ouzoh.

Skoed em dorn a dalv din-me
Muioh eged daou o vale.

Eul louarn koz hag hen dare
Gweled eur yar c'hoaz a garje.

Merh he mamm eo Katell
Mar n'eo koulz ne deo ket gwell.

Mab e dad eo Kadiou
Pe a-vent pe a-liou.

A-beb liou marh mad
A beb bro, tud vad.

Moged a ya em zah
N'hellan ket hen nah (La présence de quelqu'un nous irrite )

C'hweh miz deiz,c'hweh miz noz
A ra d'an diaoul eur bloaz kloz.

Eur hreunenn re,pe re nebeud alïez
O-deus ar penn-her hag ar benn-héréz.

Dañvad kaillaret , peurveuia
Ouz ar re all ' glask 'n em frota.

Lavar din gand piou ez ez
Me lavaro dit petra rez.

Pa vez ker ar piz
E vez ker ar gwiniz.

Eur voualh dezi he beg melen
A vev tri oad eun den.

Da foar Paol
Kefeleg war an daol.

Peb den ,ma ve kredet
A zo eur gwir vignon
Ano stankoh n'eus ket
Dibaot eo ar galon.

Fae, fae war ar Zaozon
Rag tri na kant n'am-be aon.

Digand eur mignon eo gwell kaoud dour
Eged gwin digand enebour.

Etre Pask ha Pantekost
Ez euz seiz sizun, penn ha lost.

Er bloavez eiz kant nao
Ne dalvie ket Breiz Izel neiz eur frao
Er bloavez mil eiz kant deg
Ne gouske ozah gand e wreg.
(Allusions aux guerres de ce temps ).

Etre beza nêt ha boudour
N'eus nemed eur berad dour.

Ar boudoudeo a valeo
Endra ' vezo daou zen beo.

Kaoud eun dro vrao d'ober eun dra
Ne houlenn chom da varhata.

An deiz hirio a dalv bepred
Muioh eged an deiz tremenet.

Sevel mintin, kousked abred
'Zegas madou, madou' yehed.

Ouz sorohell leun a avel
Den re vrudet a zo heñvel.

Bouh kernaou
Staoter en e graou.

An den a gomz,al loen a zo mud
Diouz o skiant eo komzou an dud.

Anez ar vamm, ne hell bugel
Dond war ar bed,ouz poan herzel.

Kastiz,boued ha deskadurez
Tri dra red d'ar bugel bemdez.

N'eo ket a-walh klask difazia
Gwelloh eo mired da goueza.

Eur hi koz koz ouz ar jadenn
A gousk noz-deiz;ne harz ouz den.

Neb na oar ket steigna griped
A gerz en hent heb aon ebed.

Leh ma weler an dud o Tremen
Tle beza hent pe wenodenn.

Gand an oll neb a zo karet
A zo fur-fur pe heb spered.

Ar boan vrasa eo poan houzoug
D'an neb 'zo bet ouz ar groug.

Ouz ar pez ne heller mired
Harpa heb klemm gwell a rajed.

Pa rooh,mignon e vezoh
Den fall avad pa houlennoh.

Dibaod eur zah ne rank freuza
Pa vez Paol Gorneg ouz e garga.

Digarez ar hreñva
'Zo bepred ar gwella.

Ne dremenas den ar Raz
N'en-divije aon pe hloaz.

Bouchig mamm, bouchig tad
Eun askornig da grignad.

Kuz, kuz , logodenn
Ema ar haz a-zioh da benn.

Meur a heñvel a vez er foar
Ha n'int na breur na c'hoar.

Pa vez roet e lod d'an oll
E rank e honid pe e goll.

Kaerra leo a zo e Breiz
A zo etre Kastell Tremazan hag an Treiz (Treiz Plougastell).

Neb a ya da gousked a-benn an noz
A zao divlamm antronoz.

Pevar falevarz eur gelienenn ha pemp fubuenn
Ne dorro den e zent evid krignad an eskern.

Neb a glask e voh
A glev soroh.

Wardro ar moh
E vez soroh.

Goude dale
E ranker bale.

Pa vezit war bont Landerne
N'emaoh nag e Leon nag e kerne.

Re gravad a boaz
Re brezeg a noaz.

Gwell eo brud vad da beb-hini
Eged kaoud madou leiz an ti.

Lestr ne zent ket ouz ar stur
Ouz a reier a yelo sur.

Tra guz da dri neb a lavar
Abarz nemeur an oll her oar.

Prena keuneud ' zo re ziwezad
Pa vez poent c'hweza er biziad.

En noz e kemere ar siliou
Dale a ra vad awechou.

Ar brezoneg hag ar feiz
A zo breur ha c'hoar e Breiz.

Beva mervel a zo eun dra
D'an neb a zo Doue gantañ.

A-greiz kalon e tleez poania
Hag an neñv a zeuio d'az skoazia.

Eur gwir gristen a zo e zever
En em rei oll d'ar mad-ober.

Ar vuez vad a bad atao;
Ar vuez fall a baouezo.

Pleg da vugel en e yaouankiz
Hag hep mar her plegi en da hiz:
Yaouankig ,kelenn mad anezañ
Ha dalh stard atao warnañ.

Liez a wech vez tiget fall
Neb zo boaz da dizoud ar re all.

Lagad eun den pa 'z eo serret
Lagad Doue a zo digoret.

Evid plijoud d'an oll
Eo dleet beza fur ha foll.

El leh ma vez an dour sioulla
E vez an donna.

Bugale vian,
Poan bian,
Bugale vraz,
Poan braz.

An deliou a gouez war an douar
Ar gened ivez a ziskar.

Pa vez tro da goll
Eo gwell hanter eged oll.

Gand an amzer hag an avel
Ez a peb anken war o diwaskell.

Eur farsèrèz a dalv eun all
Hag eun dromplezon kemend all.

Goude c'hoarzin e teu gouela
Goude c'hoari,huanada.

Pa vezer savet an uhella
Neuze e vez al lamm brasa.

Eur penn-ed ma vez heb greun
A vo e benn gantañ uhel
Ar pennou-ed, ma vezont leun
A bleg o fenn bepred izel.

Neb ' zo laouen gand bara zeh
A gav da beuri e peb leh.

An hini a zent ouz e benn
A zo sotoh eged eun azen.

E peb tra e klask an den
Tenna begig e spillenn.

War stad ar re all,neb a gomzo
En em zelled hag e tavo.

Den fur abarz ober netra
A gemer kuzul da genta.

Ar bugel a drevez ar re goz
Ne' z aïo ket d'ar baradoz.

Ar wreg,an arhant hag ar gwin
O-deus o mad hag o binim.

Evel ar pennou kolo
Ar pennou uhel a zo goullo.

A-viannig ober ar mad
A ro nerz war-benn kosaad.

Ar mad kuzet eo ar gwella
Eul lagad 'zo a wel peb tra.

Grit hrio ar mad a helloh
Warhoaz marteze e varvoh.

Tad ha mamm a zilez bugel
A zo daonet a-raog mervel.

Deiz gloar ar bed ar bleuñv a zo
Ne gutuiller ket frouez diwarno.

Trehit hirio ho poaziou fall
Warhoaz outo stago re all.

Kasit Breiziz mêz euz ho ti
Boaziou fall ha nevezenti.

Hanter genta eur vuez fall
A zegas poan d'an hanter all.

Beva ervad a zo kalz gwell
Eged ne deo klask beva pell.

Kaz da goll enor an nesa
'Zo gwasoh eged e laza.

N'eus bro ebed hag e ve pehed
Kaoud truez ouz ar re boaniet.

Na damallit ket ar re all
Ma n'oh ket hoh-unan didammal.

Neb a ya buan da-heul e benn
Goude fazia e-neus anken.

Anez arhant,gwin ha merhed
E ve didrouz an dud er bed.

An disponta rag ar maro
Eo ar gwella kristen a zo.

Lezenn ar bed a zo genel
Kaoud poan goude mervel.

Tremen er bed a ra an den
Evel en êr,eur vogedenn.

An deiz hirio gwech a zegas
Eun dra hag a ya gand warhoaz.

Neb a vev fall ne oar mervel
Ouz ar maro c'hoarz ar bugel.

Roit d'ar fur bazadou
Ha kredit e lavariou.

An dud er bed a zo ganet
D'en em houzañv, d'en em gared.

Eürusa den a zo er bed
An hini n'eo ket anavezet.

Tavit ha prennit ho kenou
Ma n'eo ket fur ho komzou.

Barner a zidamall torfed
'Zo e-unan en em varned.

Ar wirionez anavezet
A laka ar gaou da dehed.

Koll brud vad ha gounid eun dra
A zo eur holl euz ar re vrasa.

Gouzañv heb klemm ar pez a c'hoarvez
A zo louzou mad evid peb enkrez.

Gand unan all ar pez a c'hoarvez
A hell c'hoarvezoud ivez ganez.

Ar galon a c'houez gand ar madou
A zo dinerz ouz ar poaniou.

Dïesoh eo plega gwezenn
Eged ne deo plega korzenn.

Poan er bed-mañ ne deo netra
Poan er bed eo ar wasa.

Diouz peb troad n'eo mad peb botez
Na da beb gwaz mad peb maouez.

Marh ne zent ket ouz ar hentrou
Ra gaou braz ouz e gostou.

An neb a jom er gêr diouz an noz
A vez divlamm antronoz.

Re ziwezad skei war ar vorzed
Pa vez leusket ar bramm da redeg
Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé





Rimadellou....... Empty
MessageSujet: Re: Rimadellou.......   Rimadellou....... Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
Rimadellou.......
Revenir en haut 
Page 1 sur 1
 Sujets similaires
-
» rimadellou a ri

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Bretagne Passion le forum 100% Breizh :: Histoire, contes et légendes :: Patrimoine Breton-
Sauter vers: