Quelqu'un connait? Superbe! Si quelqu'un connait la traduction aussi...
Kan bale Nevenoe
Skoulmet mat eo hirie
chadenn ar goskored
kousket noz, kousket deiz,
kalon ar Vretoned
ma 'z eo du an noz
dindan gwask pounner ar Gall,
disoñjet-krenn eo ho anv.
ma 'z eo du an deiz
d'argadourien 'r vro dibal,
piv a sammo bir ha kleze ?
Met un deiz e c'hwezho
avel menez Are,
met un deiz e luc'ho
tan-gwall menez Kerne
ra vo dihunet
nerzh ha lorc'h an argadour
e skeud pounner
ar gwenn-ha-du,
ra vo dismantret
korf ha gwad an enebour
n'eus forzh penaos e vo ludu.
Skeud an trec'h war o dremm
ho pugale 'yay d'ar brezel,
dorn kalet lagad lemm,
stagañ raint war-du an avel.
gant tan ar serr-noz
e deun o daoulagad
war ar c'huzh-heol
ez int fennoz,
gant youc'h ar re gozh,
war leurenn an argad,
ar re yaouank 'varvo fennoz.
Nevenoe Nevenoe Nevenoe
Glenmor par Alain Le Nost
Couverture de "La voix du clan Glenmor"
--------------------------------------------------------------------------------