Un tamm labour arnodiñ bremañ enta !
Sur erwalc'h ho peus ar memes diaesamant ha me àr fed treiñ gerioù zo:
Komz a ran brezhoneg gozig bamdeiz, neoazh e vank din gerioù a wezhadoù hag e telean gober get ar galleg enta
Ne hellan ket gober mod arall pandegwir nend int ket bet troet get den erbet kar er maez int a gevredigezh ar brezhoneg hengounel.
Neuze e kenigan deoc'h labourat asambles a benn kavouit un droidigezh vat
Bobo : ijinet gant ar skrivagner David Brooks, ar ger ledan a zo "bourgeois boheme". Ar bobo a zo un den ag ar c'herioù, yaouank, pitaod med ruz ha plijet get an traoù "alternatives". Implijet a vez e Bro C'hall a c'houde 2000
Geek : Geck,ur ger alamanek a dalv "sot", anaouet e Reter bro Frañs (gique).
àr lec'h er stadoù unanet eo deuet da dalvezout kement a "tud kloz ag a gas razh o amzer gant o urzhiater pe o c'hoari"
Gerioù arall zo c'hoazh a vil vern ! deoc'h d'o c'henig ivez, décroissants, écolos,...
Petra gober neuze ? implijout ar ger galleg (pe amañ saozneg) ? pe ijinañ ur ger nevez ?
Aveit "geek" em boe soñjet e "yenwek", ur ger a vro gwened a ne vez ket implijet paot mat. Sinifi a ra "a gar chomel en ti", ur verb zo memes "yenwekiñ". Ouzhpenn int hañval erwalc'h àr fed an distagadur