Kalz amzer am eus kollet
O furchal ar c'hoajoù } (bis)
Evit klask an durzhunell
Tra la la la la le no
La le no, la la la
Kousket war ar brankoù }(bis)
Devet am eus va amors
Aet eo va zenn da fall
Tec'het eo an durzhunell
Tra la la...
Ha nijet d'ur c'hoad all
Ha bep noz ha bep mintin
E klevan laboused
O kanañ, o c'hwitellat,
E beg ar gwez pignet
N'ez eus nikun anezho
Hag a bik va c'halon
Evel mouezh an durzhunell
O ouelañ d'he mignon
Hirvoudiñ 'ra noz ha deiz
Gant ar boan, ar glac'har,
'Vel ur baour kaezh intañvez
Kollet ganti he far
"Petra, turzunell yaouank,
A wask war da galon ?
- Kollet em eus, emezi,
Va fidelañ mignon
Ma na deu ar chaseour
Da ober din mervel
Me 'varvo gant ar glac'har
Da va mignon fidel"