ar pojoù (ar pozioù)
Didostet (didostait), holl vretoned, da glevet ur gentel (bis)
War buhez al labourer eo bet graet n'eus ket pell
Disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer
Disheñvel diouzh stad an dud pere zo (o) chom e kêr
Al labourer ‘rank paeañ, paeañ e peb amzer
Paeañ tailhoù d'ar Roue, peb bloaz, teir pe beder
Ha pa rank paeañ e vestr, ma n'eo prest an arc'hant,
Foar ‘vez graet gant e zanvez ; amañ an nec'hamant
Al labourer, goude-se, a vezo tamallet
Gant an dud eus al lezenn a vezo pizh skarzhet
deus e nebeud a vadoù a vezo dibourc'het
Hag, e zanvez o vont kuit, n'eus netra da lâret
un devezh al labourer, baleet lec'h ma karo,
a vezo droukprezeget, kalz tud (h)en disprijo ((h)en disprizo)
Ha koulskoude, ma teufe da zoñjal ‘n dud-mañ
Diwar brec'h al labourer (e)mañ (ar) bed holl o vevañ
Hor stad zo poanius-meurbet, paouez na deiz na noz
ken (n)a chañcho penn da vazh, ni na mom(p) ket repoz
ohhhh paour-kaezh bleiz kozh.
J'ai essayé d'être fidèle à ce qu'elle dit, mais des fois, il est difficile d'entendre les paroles exacts derrière la musique. Aussi, n'hésitez pas à rectifier.