Un exemple de prononciation du coté de Brest...
LODENNA AR SIVI
(Kontet gand Noel Gabon)
Pa oan-me er skol, e Gwitalmeze, e oa bet deuet, eun dervez war blasenn an iliz, eur marhadour sivi deuz plougastell, ke. Ha, d’ar poent-se, goude an eost, e Plougastell , pa vehe mad ar bloavez, e vehe adarre sivi. Setu paotr Plougastell a yoa eno ha kri gantañ ha kaoz:” Sivi, dous, mad, marhad mad, hag eaz da zebri! Sivi! Sivi!”
Ha setu, daou lakepod o tond deuz ar skol, Jobig ha Fañchig o xeled ar sivi ruz eno se (evel-se)...”zignan (dindan) paper dantelez !” a lavaront an eil d’egile:
“Trist eo alato! Bremaig ema echu ar bloavez evid ar sivi ha ni n’on-eus ket bet c’hoaz an tannva diouto.”
“N e’ peus argant ganez, Jobig? a lavare Fañchig.
Hag egil o klask en e hodellou, a lavare:
“Nann” emezañ,” n’em-eus nemed teir bountounenn distaget deus va bragez. ha va mamm he-deus lavaret din e ranken dalher ar boutonnou rag ar vuhez a zo kaled, tudou kêz. Mad, penaoz e vezo great neuze?”
“O, o” a lavare Fannchig, “ me ‘ oar penaoz ober. Te, Jobig, kea ahanase (gand an hent-se)
da gounta eun dra benna da baitr Plougastell, ke...kount eun dra bennag ha lak anezañ da c’hoarzin ken ha ma staoto en e vragez! Ha me, ‘pad an amzer-ze, deus a-dreñv kein, a gemero eur banerad sivi. Eur banerad vivan a zivi n’eo kalz a dra. An aotrou persoun a roio an absolvenn deom memestra dizul a zeu. Ha setu ma’n-doa great buanoh zoken eged ma n’oa red evid hel lavared. Ha ma’ zeont da guzad ar banerad sivi e-barz ar vered.
E-barz ar vered goz e yoa eno gwez, kuzet brao, lakeat warni delio gwez ha setu ma tistroon adarre d’ar skol. Rag d’ar poent-se, e houzoh, ni on-eus anavezet an dra-ze, e vehe ar pez a yao anver “études” evid ar re vrasa, ar re-se a yoa da vond da glask o santifikad, heñ?”
Setu, pa oa echu at skol evid a vad, ez oant deuet da weled peleh edo ar sivi., ‘ kenkas e vijent eat gand al laer. Med eno e oant’ tao. Set e oant komañset da lodenna ar sivi.” Unan din-me, unan dit-te. Unan din-me, unan dit-te.”
Hag e-pad an amzer-ze e yoa diou baotrez o tond euz ar skol. Janig ha Soazig a yoa ‘n em gavet eno i’e (ive)hag ar re-he (ar re-ze) a vehe...a joume da zeski gwriad gand ar seurezed, ke; staga bountonnou, staga peñseliou....Heñ, gwechall e vehe (veze) ranket ober an dra-he (-ze) toud. Ha setu, pa oant ‘n en em gavet e-kichen an iliz, e oa deuet glao hag setu ma oa...eno e yao eur houdorenn er verd evel ma yoa gwechall e-kichen an ilizou, e peleh ma veze aliëz c’whez fall. L’eh ma ‘ z ea ar wazed
da stoatad.....Heñ, pa zave beh warno, ke. Setu ma d’eant eno a-zingan (dindan) ar houdorenn hag e...
“Ne glevez ket ar gaoz en tu all ahe, “ a lavare Janig, “ ne glevez ket ar gaoz ahe?”: “ Unan din-me, unan dit-te. Unan din-me, unan dit-te.”
“O” a lavare eben, va mamm goz a ouezez he-deus lavaret din “amañ, a-wechou, er vered ahe ‘ e vet klevet kaoz, hag eo an diaoul eo hag an Aotrou Doué eo a zo aze o lodenna eneou an dud varo.”
“A ya, vad, a lavare, mad ahe ‘maint, ahe emaint adarre! Ne glevez ket?” Unan din-me, unan dit-te. Unan din-me, unan dit-te.”
O,o,o, hag ar merhed a gomañse krena. Med ar pez a yoa ‘n em gavet eo, Jobig pa edo o sevel war ar voger...o...” Ahe !” mezañ...pa edo echu dah lodenna, a ra banderad sivi, a lavaren-me:”Bremaïg pa oan o sevel ahe awar ar voger ez eus kouezet diou all en tu all.Ya, ya. Ahe ez eus diou all en tu all. Mond a ran da gerhed anezo.
Ha, ha setu! pa oa savet war ar voger,ke, e benn gantañ e-touez ar brankou-gwez, ar merhed a gave dezo gweled (an diaoul) dezañ kerniel, ha (gantañ) eur forh en e zourn. ha pa zistagas eul lamm war an hent braz e-kichen ar “pissotière” eno , ar merhed ha en em lakaad da grial: “Mamm, mamm, an diaoul! an diaoul! M’’m-eus gwelet an diaoul! Me ‘m-eus gwe....! Hag ez eont d’ra gear d’an daoulamm-ruz. “An diaoul! An dioaul! An diaoul!”.