Pa gomzer eus « bed » kozh, nevez, henvoazel, h.a., e ranker meizañ mat ar ger « bed ». Ne veneg ket aze an teskad eus kenderc’hadoù ur gevredigezh en ul lec’h pe en un amzer, eleze ur bed ergorel. Menegiñ a ra ar pezh a chom gant an dud ur wech lamet diouto ar bed ergorel ma vevont, – ur bed dangorel eo enta, ur vedouriezh.
Bemdez e kaver tud na glot ket ar bed ergorel ma vevont gant ar bed dangorel o deus danzeet e lec’h all : ar gouerion displantet da skouer, o vevañ evel estrenion e kêr ; disklotadur re vras ez eus evit ma teufe o bed dangorel da doniañ gant ar bed arnevez o gronn. Anadenn an displantadur eo, disheñvel diouzh an diwriziennadur , daoust ma’z eo alies un azon all eus an hevelep droug.
Aze emañ arbenn an aergelc’h kleñvedel a ren er Mouvement Breton. Hemañ zo, dreist pep tra, repu an displantidi a vourr en o displantadur, ur gwir Ti an Den Mat m’emañ er gêr Krennamzeriz kenkoulz ha poellataerion Siècle des Lumières, ma c’hell Don Kic’hoteion bemnoz goafata milinoù ar bed greantel ha gourvibion brezelidi Pevarzek ober an Dispac’h bolchevik ; hep kontañ an displantidi home-made : fosilennoù an Eil ha zoken ar C’hentañ Emsav, karget c’hoazh gant dangorelezh ar PNB pe Doue oar petore ledemsav ankounac’haet, tud oc’h unvaniñ ar skritur, tud luget en enkadenn ar bloavezhioù pemont, ha tud oc’h ijinañ S.A.D.E.D.…
Dizañjer eo an dud-se. O dilerc’hegezh istorel a lam diouto pep krap war an darvoudoù, – pa zere ar c’hrap o deus ouzh darvoudoù an tremened. Ken dizañjer int diouto o-unan hag aspadennoù ar bed henvoazel a zo c’hoazh er vro. An danjer eo e kouezhfe an Emsav e trap o disklotadur o welout ennañ, n’eo ket ur c’hleñved, met un doare-bezañ broadel, un arvez dibarek eus ar vrezhonelezh.
Dizañjer eo an dud-se gant ma ve lakaet harzoù fraezh etre an Emsav hag int. E-pad pell avat ne voe ket eus an harzoù-se, hag ar mesk a veze en Emsav pa gemere spesoù henvoazel e-touez e amkanioù, ar mesk hag an digalon dre ma teue hep mank ar c’hwitadur da glozañ pep hini eus e embregadennoù mirelour.
E-doug un hanterkantved e voe ar flaer en Emsav gant an tabut faos-mañ : hag e tleer bezañ Brezhon er bed arnevez, pe kreñvlec’hiañ Breizh-Izel ouzh ar bed arnevez divreizhat ? Dibaot e voe pell amzer, zoken e-touez an arnevezourion, ar re a wele spis e oa ar Vreizh-Izel e kaoz ur bed dangorel hep ateb ergorel ebet, ur spes da zibarfreuzañ ar buanañ gwellañ.
N’eus nemet kounañ penaos e voe gwasket war VALLEE ha MORDIERN (tamallet e veze da hemañ distrujañ ar brezhoneg pa skrive « melended he blev » e-lec’h « he blev melen »), penaos e voe atahinet Gwalarn ha razailhet ouzh S.A.D.E.D.. Sañset difennerion ar brezhoneg a zifenne e gwirionez o dangorelezh a dud displantet enep ar bed ergorel o moustre a bep tu.
Pemont vloaz hag ouzhpenn zo bet ezhomm evit lakaat kement-se a-wel ha dizoleiñ ar wirionez voutin-mañ : an den ne zifenn nemet un dra, e vuhez er bremañ. Kenderc’hadoù an tremened zo kevala ar bremañ pe n’int netra nemet spesoù da skubañ kuit eus an ti. Ha dres, kevala ar bremañ zo tra ar bremañ, gwalc’het diwarnañ merkoù an tremened a zo merkoù ar marv.
Tennañ frouezh eus kenderc’hadoù an tremened zo kontrol-bev an « hiraezh d’an tremened ». Ken yac’haus an eil ha ma’z eo klañvus egile. « En em zistagañ a-grenn diouzh ar bed kozh » zo dezrannañ kement dangorelezh diazas a zo c’hoazh e gwrizienn an oberoù, diazas pa glask klotañ gant un ergorelezh aet da get e-lec’h bezañ stegnet da grouiñ ur bed nevez.
Lavaromp, hep keuz : « Hon Istor a zo splann hag enorus a-wechoù ; ha peurliesañ, teñval ha mezhus. Arabat dimp digalonekaat. Fall eo bet hon tadoù. Bezomp gwelloc’h egeto. »
Roparz HEMON, Studi hon Istor, Breiz Atao, Meurzh 1926