Bretagne Passion le forum 100% Breizh
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.

Bretagne Passion le forum 100% Breizh


 
AccueilDernières imagesS'enregistrerConnexion
Le Deal du moment : -28%
Précommande : Smartphone Google Pixel 8a 5G ...
Voir le deal
389 €

 

 gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"

Aller en bas 
3 participants
AuteurMessage
Krapadoz
Thuata de dannan
Krapadoz


Masculin
Nombre de messages : 1747
Age : 36
Date d'inscription : 15/05/2005

gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" EmptyVen 16 Avr - 21:32

er sorbienn "spontailh Kerfeg" ez eus gerioù zo a n'am eus ket klevet konz anezhe biskoazh, moervat hoc'h eus c'hwi ho klevet c'hoazh

Krouibenn: morceau de bois fendu (?)
Seneset : peigné (?)
Geltadenn : hurlement (?)
Helestrigoù : brindilles (?)
Hantiñ : rallonger (?)

N'en deus ket hani anezhe e geriadur Favereau,

Me a lak ozhpenn gerioù ha troioù lâr arall am eus kavet brav pe dibaot, moervat e talvezo deoc'h ivez :

Gouez evel ur c'had : bout aonik
Serrezh ar Gwall-avel : chomel klañv e spered àr lerc'h bout edan e aon. en ur forom arall am eus gwelet e hellhe bout liammoù etre ar "gwallavel" hag ar "chasse Gallery" gall; da welet...
Kemer ar jabl da : prendre la peine de
Donet àr hon arbenn : venir à notre rencontre
tuchant ho pehe spontet : un peu plus et vous auriez effrayé
Met geo : voilà, a vez klevet pasapl e bezhoneg, mes nend ouien ket e oe hañval doc'h "setu"
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité




gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: Re: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" EmptyVen 16 Avr - 22:16

Salud deoc'h

Menn 'peus klawet/lennet ar gontadenn-sen ? Pezh parlañd y-eo ?
Revenir en haut Aller en bas
Krapadoz
Thuata de dannan
Krapadoz


Masculin
Nombre de messages : 1747
Age : 36
Date d'inscription : 15/05/2005

gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: Re: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" EmptyVen 16 Avr - 22:46

oh ya, ankouc'haet am eus eñ skriviñ, Loeiza ar meliner, "àr bont ar velin",

sell 'ta, gwezhavez e vez "narenn" e lerc'h "pas", ger kozh ? lennegel ? bev c'hoazh ?
Revenir en haut Aller en bas
yannalan
Roi Breton
Roi Breton



Masculin
Nombre de messages : 1243
Age : 71
Lec'hiadur/Localisation : er vro Pourlet
Date d'inscription : 06/06/2008

gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: Re: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" EmptySam 17 Avr - 0:13

Da ma soñj e kreñvoc'h "narenn " aveit "pas", met nam eus ket soñj bout klevet se er(amez ag ar sonennoù.
Parlant Loieza Meliner oa pinvik awalc'h, pa skrive atav...
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité




gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: Re: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" EmptySam 17 Avr - 0:39

Ar gaoj "narenn" 'meus pet gwelet get skrivagnerian aräll. Marsen eh vez lâret c'hoazh, mes moarhat ba Gwened Ihuel.


Citation :
ankouc'haet am eus eñ skriviñ

ankouaet 'meus en skriv (pe "er skriv", rhevet ar barrez)
ankouäshaet 'meus en/er skriv

"ankounac'haat" zo ur gaoj diàr Vro Leon, me 'greda. Wink
Revenir en haut Aller en bas
Ostatu
Breton Passioné
Breton Passioné



Nombre de messages : 3655
Age : 57
Lec'hiadur/Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 06/05/2008

gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: Re: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" EmptySam 17 Avr - 0:46

"hentein, hantein, v.a. allonger, mettre une allonge à"
DBFV - E. Ernault

"hélest, ilestr, pL chènevottes, débris de chanvre, etc."
DBFV - E. Ernault

"senesat, senesein, v. a. regayer, sérancer, nettoyer avec le séran, peigner du chanvre ou du lin. Voir serens."
DBFV - E. Ernault

"krouiben (Pn), creux. Cf. gouribl."
Supplément au DBFV - E. Ernault

"geltad, m., geltaden, f. cri, appel (Lang.)"
Supplément au DBFV - E. Ernault


Dernière édition par Ostatu le Sam 17 Avr - 0:57, édité 2 fois
Revenir en haut Aller en bas
Krapadoz
Thuata de dannan
Krapadoz


Masculin
Nombre de messages : 1747
Age : 36
Date d'inscription : 15/05/2005

gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: Re: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" EmptySam 17 Avr - 0:53

er skriviñ, rhaaa, tapet on bet arre ! é trenaouiñ e oen etre an daoù en abeg d'ar verb "kaout" just kent..

Ya gwir, pinvig mor eo yezh Loeiza !mersi bras deoc'h aveit bout reskontet din !
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité




gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: Re: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" EmptySam 17 Avr - 1:47

Citation :
er skriviñ, rhaaa, tapet on bet arre ! é trenaouiñ e oen etre an daoù en abeg d'ar verb "kaout" just kent..

Ya mes ar raganvoù "eñ, hi, hè" a vez impliet 'tre ar verb kaout hag an hanv-gwann-verb : m'meus eñ kaset (ha ba "kaset 'meus eñ" ivez).

Ba ho frazenn, "er/en" zo renadenn an hanv-verb "skriv", an dra-sen zo kaoz n'eo ket ar mem struktur tamm a-grenn.
Renadennoù an hanvoù-verb zo : ma, ho, er/en, he, hon, ho, o (eit lâret, an hanvoù-gwann posesiv, namaet "er/en").

Mod aräll, ma 'pehe ket gouiet, so moaiand telecharjiñ petremant zellet doc'h geriadur Ernault barzh-ãze : http://www.archive.org/details/bretonvannes
Revenir en haut Aller en bas
Krapadoz
Thuata de dannan
Krapadoz


Masculin
Nombre de messages : 1747
Age : 36
Date d'inscription : 15/05/2005

gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: Re: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" EmptySam 17 Avr - 11:35

Oh !! ag ar choej ! nend ouien ket e hellher er pellgargiñ a barzh an internet anezhoñ ! Mersi bras !


A benn lakaat sklaer an traoù :

reskont e gwenedeg :

goulenn kadarn----------- goulenn nac'h

dibouez / pouez ---------- dibouez/pouez

ya / ya'vat; ha+vb---------- nann/ nann da; na ne+vb

pas / narenn; gac'h (?)----- geo


"na+vb" (na ne rin !) a hell marsé bout e pep stumm nac'h a benn ar fin.
Sur erwalc'h ne vezont ket impliet partout ha get bloc'h an dud, nend ouian ket ma "ha+vb" a vez impliet ba Bro Gwened avat.
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité




gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: Re: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" EmptySam 17 Avr - 12:45

Citation :
goulenn kadarn----------- goulenn nac'h

dibouez / pouez ---------- dibouez/pouez

ya / ya'vat; ha+vb---------- nann/ nann da; na ne+vb

pas / narenn; gac'h (?)----- geo

Ba ma bro :

ya / dam ya, ya'hat, ya'hadik -------------nann / dam nann, nann'hat, nann'hadik

pas (moaiand a vehe skriv "pa" ke an s ne vez ket distaget barzh-amañ) / dam pas, pas'hadik... ----------------- geo, dam geo, geo'hadik...

moaiand so tolpiñ anezhe ivez : dam nann 'hadik, dam geo'hat...
Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé





gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty
MessageSujet: Re: gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"   gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg" Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
gêrioù ha troioù lâr e "spontailh kerfeg"
Revenir en haut 
Page 1 sur 1
 Sujets similaires
-
» "BREIZH NEVEZ" PE "KOZH BRETAGNE" ?
» "bet" ... particule "expériencielle"
» VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR
» ""demat Penaos man~ kont?"
» gerioù droch

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Bretagne Passion le forum 100% Breizh :: Général :: Linguistique / En Breton et Gallo-
Sauter vers: