"Skoet kenañ e vezen gant al lennadennoù-se."
Ar marc'h reizh - Visant Seite
"Dont a rae gantañ e lennadennoù evel ma vije eur beleg oc'h overennañ ouzh an aoter"
Ar marc'h reizh - Visant Seite
"Emañ Joel o vousc'hoarzhin ha Monique o kendelc'her gant he lennadenn..."
Ar pask kentañ - Yann Gerven
"Chom a ran mantret gant he respont difoutre hag he lennadenn dizoare."
Rozenn - Yann Gerven
"War-lerc'h ma lennadenn, e troe ar gaoz peurvuiañ war draoù ar vuhez pemdeziek hag ar c'heleier a rede dre ar barrez : dimezioù, euredoù hag interamantoù. "
e skeud tour bras Sant Jermen - Yeun ar Gow
"E-ser ober hent war-zu Ennerye e troidell c’hoazh em spered ar soñj eus an overenn-bred e Gonaïves, ar vugale gwisket heñvel gant dilhajoù a liv, ar vasikoded embreget mat, al laz-kanañ, an taboulinoù, an aoter fichet, al lennadennoù distaget fraezh gant ur paotr hag ur plac’h."
War roudoù hor misionerien - Visant FAVE
"Da c'houde e voe kavet barzhonegoù all, ingal-hag-ingal er gelaouenn BRUD NEVEZ, sed adal an niverenn 1 (1977 - gw. renabl an niv. 90, 1985...), meur a zek barzhoneg en holl (evel « Breur du », n. 55, 1982, gant P.M. Mevel, kinniget da L.S. Senghor), e-kichen pennadoù-barn (An Tri Aotrou gant an Tad Medar, n. 47 ; « P.M. Mevel : ur skrivagner brokus » n. 62 ; rentañ-kont he lennadenn eus Kristian Brisson n. 83, pe eus an teskad haiku gant Kervern-Audinet...)."
F. Favereau
Bien distinguer : al lenn 'la lecture (en général)' de ul lennadenn 'une lecture' (particulière)'
"Al lenn hag ar skrivañ e-pad an deiz a ra torr-spered, le lire et l'écrire (la lecture et l'écriture) pendant toute la journée cause une fatigue d'esprit."
Jules GROS